Breved šŸ“

Loadoù da sikour … šŸ’”

Lumni
Mobibrevet
Annabac

PrientiƱ an arnodenn dre gomz šŸ—£ļø

An arnodenn dre gomz evit ar Breved a vez anvet ur soutenaƱs raktres, hag a dalvez evit 100 poent diwar 800.

1. Petra eo resis ? šŸ¤”

E-pad an arnodenn e vez goulennet digant ar skolajidi kinnig, dre gomz, ur raktres prientet a-hed ar bloavezh.

Ar bodad arnodenniƱ a zo savet gant daou ezel eus ar skipailh pedagogiezh d’an nebeutaƱ. Un notenn diwar 100 a vez roet gante : 50 poent evit perzhded an ezteurel dre gomz hag 50 poent evit mestroni an danvez kinniget.

Div lodenn a zo d’an arnodenn :

  • an eztaoladenn : kinnig ar raktres hag an doare da labourat.
  • an emziviz : respont d’ar goulennoù savet gant ar bodad arnodenniƱ en un doare sklaer.

Gallout a ra ar skolajidi kinnig an arnodenn dre gomz en un doare :

  • hiniennel : padout a ra an arnodenn 15 munutenn (5 munutenn eztaoladenn + 10 munutenn emziviz)
  • a-stroll (3 skolajiad d’ar muiaƱ) : padout a ra neuze an arnodenn 25 munutenn (10 munutenn eztaoladenn + 15 munutenn emziviz)

2. Peseurt danvez kinnig ? 🤯

An dibab a zo etre danvezioù disheñvel :

  • ur C’helennadurezh Pleustrel Etrediskiblezhel (KPE Enseignements Pratiques Interdispilinaires)
  • un Hentad desavadurel (dazont, keodedel, deskadurezh arzel ha sevenadurel, deskadurezh d’ar yec’hed)
  • Istor an Arzoù
  • ur raktres diavaez ar skol (staj en un embregerezh, emouestl kevredigezhel, …)

3. Penaos kinnig an eztaoladenn ? šŸ“‹

An danvez dibabet a rank bezaƱ un danvez kar evit dont a-benn da vezaƱ dedennus ha reiƱ c’hoant d’ar bodad arnodenniƱ da c’houzout hiroc’h.

Evit bezañ sklaer e ranker lodenniñ an eztaoladenn. Setu skouerioù da sikour evit sevel an eztaoladenn :

  • KPE pe Hentad desavadurel
    • un digoradur (30 eilenn) : en em ginnig (anv, klas), kinnig an danvez dre vras.
    • ul lodenn gentaƱ (1 vunutenn) : displegaƱ dre benaos eo bet studiet an danvez-maƱ hag ober liammoù gant an danvez-kelenn, hag ar bloavezh-skol a-bezh.
    • un eil lodenn (2 vunutenn) : kinnig an tudennoù pennaƱ liammet d’an danvez, dielfennaƱ an dalc’hioù pennaƱ e liamm gant an danvez, ar goulennoù hag ar c’hudennadurioù degaset gantaƱ, displegaƱ pouezusted studiadenn an danvez-maƱ hirie-an-deiz.
    • ur c’hlozadur (1 vunutenn) : arguzenniƱ dibab an danvez-maƱ.
  • Istor an Arzoù
    • un digoradur (30 eilenn) : en em ginnig (anv, klas), kinnig an oberenn (titl, skor, deiziad, oberour, kenarroud, oberennoù all an arzour, …).
    • ul lodenn gentaƱ (30 eilenn) : displegaƱ dre benaos eo bet studiet an oberenn-maƱ hag ober liammoù gant an danvez-kelenn, hag ar bloavezh-skol a-bezh.
    • un eil lodenn (2 vunutenn) : diskrivaƱ an oberenn (livioù, diarsell, …).
    • un trede lodenn (2 vunutenn) : dielfennaƱ an oberenn (peseurt kemenadenn a vez treuzkaset gant an oberour?, peseurt sterioù a zo a-dreƱv?…).
    • ur c’hlozadur (30 eilenn) : diverraƱ an eztaoladenn hag arguzenniƱ dibab an oberenn-maƱ.
  • Raktres e-diavaez ar skolaj
    • un digoradur (30 eilenn) : en em ginnig (anv, klas), kinnig an embregerezh/aozadur/kevredigezh.
    • ul lodenn gentaƱ (1 vunutenn 30′) : diskrivaƱ obererezhioù an ti, an niver a dud o labourat ennaƱ, e aozadur, …
    • un eil lodenn (2 vunutenn) : kinnig an obererezhioù bet graet e-pad ar prantad-labour, en un doare resis ha fetis.
    • ur c’hlozadur (1 vunutenn) : diverraƱ perzhioù mat ha perzhioù fall ar prantad-labour, peseurt skiant-prenet, ha daoust-hag-eƱ en deus degaset un dra bennak d’an hentenn micherel?

4. Penaos kinnig an diaporama ? šŸ–¼ļø

Ouzhpenn priziaƱ raktresoù kinniget gant ar skolajidi, e tle ar bodad arnodenniƱ priziaƱ un eztaoladenn bersonel a c’hell dedennaƱ anezhe. An diaporama a servij neuze da zerc’hel soƱj eus dibun an eztaoladenn met ivez da ziskouez mestroni ar binviji stlennegel.

Arabat d’an diaporama kemer plas an eztaoladenn dre gomz, n’eo nemet un harp evit aesaat ar skolajiad. Ret eo dezhaƱ bezaƱ sklaer, unvan, ha ket re hir.

Setu un nebeud kuzulioù evit sevel an diaporama :

  • krouiƱ 10 diapozitiv d’ar muiaƱ
  • kinnig un diaporama aeret, ket re a ditouroù war pep diapozitiv
  • chom hep lakaat livioù skrijus, na re anezhe
  • chom hep lakaat re a skriturioù disheƱvel
  • arabat skrivaƱ re, gerioù-alc’hwez hepken
  • arabat lakaat re a efedoù « buheziƱ »
  • lakaat war-wel (islinennaƱ, druzaƱ, livaƱ,…) an elfennoù pouezusaƱ

5. Penaos prientiƱ an emziviz ? šŸ’¬

An emziviz a bad etre 10 ha 15 munutenn. Goude an eztaoladenn e sav ar bodad arnodenniƱ goulennoù d’ar skolajiad.idi evit mont donoc’h en danvez, evit gouzout hiroc’h war ar raktres, an doare da labourat, mennozhioù personel, …

Evit prientiƱ an emziviz e c’haller raksoƱjal ar goulennoù savet gant ar bodad arnodenniƱ!

Alioù fur …

  • En em aozaƱ ha labourat en a-raok
  • PleustriƱ dre gomz
  • Kemer perzh dre gomz a-hed ar bloavezh-skol
  • Komz gant un ton asur ha sioul
  • Komz fraezh, ket re vuan
  • AnaliƱ
  • Chom hep sellet re ouzh an daolenn

Pennad savet gant sikour al load : Se prĆ©parer Ć  l’oral du Brevet 2020 | Alveus Club

PublicitƩ